Heribert Laon

Heribert Laon, pe Caribert, ganet a-raok 696 ha marvet en Ebrel 747, a oa kont Laon.

Tad e oa d'ar rouanez frank Berta, pe Bertrada, anvet ivez Bertrada Laon, pe Bertrada an Droadegez, a zimezas da Pepin Grenn.

En 721, e sinas gant e vamm, Bertrada Prüm, akta diazezañ abati Prüm, ha ganti c'hoazh un donezon da abati Echternach.

Hervez un akta all sinet gant e verc'h hag e vab-kaer e varvas a-raok 762.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne